Lec’h

Santez-Anna-Wened en em gav 6 km en hanternoz d’an Alre, 20 km a Wened ha 45 km ag An Oriant ; setu eo daet da vout ur gumun-anneziñ get ur boblañs é kreskiñ dizehan (23 %  a gresk e-korf 10 vlezad).

Kreiz ar vourc’h

 

Brudet eo ar gumun a-drugarez d’ar Santual, ul lec’h azeuliñ ha perc’hirindiñ ag ar re vrasañ, en em gav e-kreiz ar vourc’h.

Eno eh eus 3 skol – 1900 skoliad en holl – get Skolaj-Lise Santez-Anna, al lise prevez nemetañ àr diriad AQTA. Stag doc’h ar Skolaj-Lise emañ an Akademiezh Sonerezh hag Arzoù Sakr (ADMAS) brudet àr dachenn an departamant hag ar rannvro.

Kreizennoù da zegemer an dud arru àr an oad a gaver ivez er gumun : daou AHDOD prevez 200 gwele enne. En tu arall d’an dra-se e roa ar gumun bod d’un Annez A-stroll Ambrouget evit an dud ampechet meret get diazezadur Anne de Gaulle.

 

Annezidi

Mar lakaer da heul an annezidi, ar skolidi, an dud kozh pe ampechet, ar berc’hinderion ha pratikoù an tier-koñvers lec’hel eo Santez-Anna ur gumun darempredet get un anfin a dud ; betek kementiñ dre zaou niver hec’h annezidi pa vez skol (1900 skoliad evit 2633 annezad).

 

Ur rouedad kenwerzhel desachus

 

En tu arall d’an dra-se eo stank ha desachus rouedad an tier-koñvers er gumun, pinvik hag a galite ar c’hinnig abadennoù  (Akademiezh Sonerezh hag Arzoù sakr, Les Galettes du monde, Détour’Art…). Bev-mat eo ar rouedad kevredigezhel ha lies an degouezhioù hag an danvez kinniget d’an douristed : diskouezadegoù a-vat, takadoù natur dibar, an iliz-veur ; ha  n’eo ket ar bod a vank.

Partager cette page sur :